ICHTYONYMIE BRETONNE (Anoiou pesked Breiz-Izel)
Atlas anoiou loened mor ha loened aochou Breiz Izel

Displegadenn skiantel

Diazezet eo an lehienn internet-mañ war dastumad Alan-Gwenog Berr savet en e enklaskou yez kaset da benn e-pad ar bloaveziou 1960 e porziou-mor Breiz-Izel.
Paneve an informatik e vije bet stard tenna perz mad euz al labour ramzel-mañ, ha da genta penn sevel eun atlas yez diwarnañ. Abalamour da ze eo manet an traou evel ma oant goude ma oa marvet an enklasker a daol trumm. Red eo bet gortoz 30 vloaz, pa oa eet an informatik war-raog, evid ma vefe en em vodet eun dornad klaskerien euz ar CRBC hag euz an IUEM evid kas da benn al labour-mañ, gand sikour Rannvro Vreiz.
Ar geriou dastumet e-barz tezenn Alan-Gwenog Berr a zo bet numerizet da genta, ha lakeet war-lerh en eur vazenn fedou. Evid lakaad ar geriou en eur vazenn on-eus implijet eur skritur fonetik hag eur skritur ordinal. Red eo bet deom ive adweled an taxonomiez a oa bet implijet gand an enklasker evid ma vefent ouz ar hiz a vremañ.
Ar c’hartennou a weler er vazenn a zo bet savet gand eul lojisiel skrivet esprez kaer. Gantañ e heller sevel kartennou (e skritur fonetik pe e lizerennou ordinal), ha studial anezo en eur renka anezo dre famill.

Levriou ha pennadou da lenn a vo kavet en traoñ ar pennad-mañ.

Studi ar brezoneg komzet war an dachenn
E-pad ar revolusion vraz eo a zo bet klasket, evid ar wech kenta, gouzoud doare yeziou an dud vunud. Dond a reas e soñj an Aotrou Grégoire, depute en Asamble vraz, kas war-raog eun enklask « relative aux patois et aux moeurs des gens de la campagne » hag a zo bet savet diwarni ar raport oll-vrudet anvet « Sur la nécessité et les moyens d'anéantir les patois et d'universaliser l'usage de la langue française », lennet dirag ar Goñvañsion d’ar 16 a viz prairial er bloavez II (6 a viz even 1794). En desped da ze eo bet red gortoz ahann fin an XIXed kantved evid ma vijent studiet da vad. Neuze eo diwanet e Frañs eur mod heb e bar da studial ar yeziou-ze, a drugarez da gelennadurez Jules Gilliéron, anvet er bloavez 1883 en École des Hautes Études Pariz, e-leh m’eo chomet a-hed 43 bloaz. Jeolog a oa e dad, ha gantañ e-noa komprenet e oa a-bouez braz mond war ar plas da gomz gand an dud, ha sevel kartennou war-lerh diwar ar pez a zastumje eno. N’eo ket “rannyeziou” a oa o klask studial, med geriou hebken. Abalamour da ze eo e-neus choazet skriva ar geriou en o ‘fez war kartennou e Atlas Linguistique de la France (Gilliéron hag Edmont 1902 da 1912); ha n’eo ket symbolou evel ma ree gouiezeien an Almagn d’ar c’houlz-se. Meur a enklask e-noa bet greet Gilliéron e-unan, med en dro-mañ e fizias al labour en Edmond Edmont, a oa e labour beaji beteg eun niver braz a barreziou keit-ha-keit an eil diouz ar re all da houlenn digand tud ar vro penaoz e anvent en o langaj geriou e oant sañset da drei diwar ar galleg. Merket e veze war-lerh ar stummiou-ze war kartennou e skritur fonetik gand Gilliéron.
War ar memez patrom eo e-neus savet e-unan-penn Per ar Rouz, danvez kelenner war ar yeziou keltieg e Skol-Veur Roazon d’ar c’houlz-se, e Atlas linguistique de la Basse-Bretagne (1924 da 1963). Kaset e-noa e enklask a-benn e 77 parrez diwar ar 600 a zo e Breiz-Izel. Pa ouzer e-neus an Nouvel Atlas linguistique de la Basse-Bretagne (Le Dû, 2001) 187 poent enklask, e komprener pegen stank eo ar 129 porz-mor studiet gand Alan-Gwenog Berr.
Ne helle ket Per ar Rouz enrolla e enklaskou, na Alan-Gwenog Berr kennebeud, ken landrammuz ma oa ar mekanikou enrolla d’ar c’houlz-se, hag o veza m’en em gave gand an dud e meur a leh dihortoz (war ar porz, peotramant e ti ar pesketaer pe hoaz en eun ostaleri... ).

Foto 1 - Lan (e-pad an hañv, gand e gasketenn wenn) oh ober eun enklask war an dachenn


Foto 2 - Derhel a ra da labourad war korn an daol en eun ostaleri ...

Da neh ar bajenn

Penaoz eo ganet al labour-mañ
Jean Le Dû, kelenner koz er CRBC, eo a zo deuet da zoñj dezañ kas al labour-mañ da benn. En em lakeet eo asamblez gand Iwan Le Berre, mab bihan Alan-Gwenog Berr, hag a zo mestr a gonferañsou e jeografiez e Skol-Veur Breiz-Izel (Brest). Gand harp Rannvro Vreiz o-deus gellet kaoud arhant eur PRIR (program enklaskou evid gwella mad ar rannvro) er bloavez 2004. Setu m’eo en em vodet eun nebeud tud evid ober al labour. En o mesk e kaver klaskerien ha studierien ar CRBC (Kreizenn Enklaskou Breizeg ha Keltieg – UMR 6536 CNRS), euz Rann al lizerou ha Skiañchou Sosial Skol-Veur Breiz-Izel, daou laboratouer euz an IUEM (Institut Uhel European ar Mor) - Géomer UMR 6554 CNRS (Jeografiez) ha Lémar UMR 6539 CNRS (Bioloji ar mor) –meur a spesialist (Océanopolis, Bretagne-Vivante SEPNB), tud da drei ar yeziou hag ive treserien (cf. roll an dud o-deus kenlabouret).
Ar pez a oam e sell d’ober a oa sevel eur vazenn, implijoud anezi (da genta en eur zevel kartennou) hag embann anezi e stummm eun atlas yez. Ho-pezit soñj n’eus dastumad ebed all par da homañ, hag ez memer skwer diwarni klaskerien euz broiou all.

Da neh ar bajenn

Penaoz eo greet ar vazenn
Ar geriou implijet amañ a zo bet embannet da genta e tri levr eun dezenn divennet (war-lerh maro an hini e-neus skrivet anezi) e Skol-Veur Breiz-Izel er bloavez 1973. Eur pevare levr anvet Geriadur an anoiou loened-mor, embannet gand Brud Nevez, e-neus peurachuet an dastumadenn e 1995. Eun index diwar anoiou pesked brezoneg-galleg ha galleg-brezoneg dastumet gand Alan-Gwenog Berr eo (mond beteg fichennou PDF an dezenn).

Tresadenn 1 - Tri levr an dezenn evel ma oa bet embannet gand arCRBC hag an index gand Brud-Nevez

Ar pez a gaver en lehienn internet-mañ a zo diwar eil levr an dezenn anvet Tome II : Ichthyonymes Bretons. Kaved a reer e-barz ar geriou embannet war tost da 300 pajenn, spes war-lerh spes, ha klaset hervez urz an taxonomiez : da genta al loened divell, ha goude ar pesked, al laboused hag evid achui ar bronneged mor. Evid peb spes a gaver : eun niverenn kod (euz 1 da 538), ar vrankenn ez eo renket ar spes enni, e ano skiantel hag e ano galleg. An anoiou brezoneg dastumet a borz da borz a zeu da heul.

Tresadenn 2 - Eur skwer o tiskouez penaoz eo bet renket ar fedou a gaver e levr II an dezenn

Araog amzer an informatik e oa diêz spontuz skriva war gartennou ar geriou evel ma oant bet dastumet e-kerz an enklaskou. Gweled a reer en eul lenn ar re e-neus savet Alan-Gwenog Berr, gand sikour symbolou pevar liou, pegen hir ha paduz e oa al labour, n’e-neus ket bet Lan amzer da gas da benn (skeudenn 3).
Ouspenn tregont vloaz war-lerh on-eus gallet adkregi el labour a-drugarez d’an informatik. Lakeet on-eus skriva ar geriou en eur polis Unicode gand studierien e brezoneg euz Skol-Veur Breiz-Izel ha lakeet anezo en eur vazenn.
Teir daolenn a zo enni :
  • Taolenn ar porziou-mor : e-barz al levr e-noa peb porz-mor eur c’hod o kregi gand eul lizerenn - G evid Gwened, K evid Kerne, L evid Leon ha T evid Treger – ha war he lerh eun niver. Savet on-eus eun daolenn all da staga ar c’hod-se ouz anoiou ar porziou-mor e-noa Alan-Gwenog Berr greet e enklaskou enno. Koordonneou peb porz-mor a zo hervez Lambert II étendu e WGS84.
  • An daolenn taxonomiez a ra eul liamm etre an thesaurus, an taxonomiez a-vremañ hag an niverenn diabarz stag ouz peb lodenn euz an lehienn internet (geriou ar vazenn, fichenn o tisplega doare ar spes, tresadenn, kartennou). An anoiou skiantel hag ive klas darn euz ar spesiou a zo bet cheñchet abaoe amzer Alan-Gwenog Berr, setu m’eo bet lakeet an taxonomiez da heulia penn da benn ar pez a zo en implij hirio, kement ha beza hervez ar hiz a-vremañ. Ouspenn on-eus divizet mired evid an atlas kement a zell ouz spesiou loened-mor a Vreiz renket e dastumadenn Alan-Gwenog Berr. Ha netra all. Laosket on-eus a-gostez ar geriou o tisplega korv al loened (askilli ar pesked, bizied ar c’hranked…). N’on-eus ket mired kennebeud anoiou ar spesiou a ziavêz vro pe re spesiou dour dous pe spesiou a vev war an douar (evned) dre m’o-doa ar memez ano e peb leh (balen, kachalo), pe hoaz dre n’int bet klevet nemed e re nebeud a blasou evid beza sur anezo (beg spanell); a-wechou all n’on-eus ket gallet liamma darn euz ar spesiou ouz eur spes anavezet mad (boued ru). Goude beza greet an dibab-se e vane ganeom 430 spes diwar an 538 a gaver el labour evel ma oa bet embannet.
  • En thesaurus e kaver eun tammig ouspenn 33 000 ger, kelou diwarnañ renket e 10 tachenn o rei deom : ano skiantel ar spes ; an nniverenn kod roet gand Alan-Gwenog Berr da beb spes ; ano galleg ar spes ; kod ar porz-mor e-leh m’eo bet klevet ar ger ; an ano brezoneg roet d’ar spes er porz-mor ; reiz an ano ; an ano brezoneg e skritur ordinal ; an ano-ze troet e galleg (pa dalv ar boan) ; a-wechou notennou skrivet gand Alan-Gwenog Berr a gaver en destenn a orin ; eun dachenn o lavared deom hag eñ e klever meur a ano er memez porz-mor (alias).

Da neh ar bajenn

Skritur fonetik
Al lizerennou-mañ da heul a vez distaget tamm pe damm evel e galleg :
a, b, d, f, i, k, m, o, p, r, t, v, w, z. Ar re-mañ da heul a vez distaget evel ar pez a zo skrivet gand lizerennou teo er skweriou :

Taolenn 1 - Skritur fonetik

N’on-eus ket implijet an archiphonem evel ma ree Alan-Gwenog Berr (lizenennou braz e fin geriou zo), med eul lizerenn simpl en o ‘flas, moueziet pe divouez hervez ar pez a zeue da heul (-d e-leh –D, da skwer). Ne vez ket greet hirio meur gand an archiphonem, a oa euz ar hiz d’ar c’houlz m’eo bet skrivet an dezenn. D’on soñj ne zervij ket da galz a dra, ha ne ra nemed luzia ar skritur.

Soñjet on-eus e vije simploh lakaad ' dirag ar silabennou a gouez an taol-mouez warno ha n’emaint ket er plas eil diweza er ger : setu ma vo lennet [mɛlhwɛdɛn voːr] en eur boueza war [hwɛ], med [bɛrni'cɛːn] gand an taol-mouez er fin ha [pa'lurmɘdɛn] gand an taol-mouez war an trede silabenn a-raog fin ar ger. N’eo bet jamez lakeet ar zin-ze dirag eur ger a eur zilabenn.

Ober a ra Alan-Gwenog Berr gand an API (Alphabet Phonétique International). Renket e-neus ijina ar zin , evid skriva eur gensonenn na vez kavet nemed e brezoneg an hanternoz. Eun f hwezet ha moueziet eo ar zon-mañ, hag e vez hir ar vogalenn aksantuet a zeu en e raog. Klevet e vez pa gemm ar p (ma ‘fenn). Ne vez ket disheñvelet diouz f er skrituriou KLT, KLTG pe etrerannyezhel. N’eus nemed e doare-skriva ar Skol-Veur, d’an nebeuta en e vloaveziou kenta, a vefe bet skrivet ‘f e penn kenta eur ger, ha v etre vogalennou, da skwer er ger ivern. Er skrituriou koz (anoiou tud pe anoiou lehiou) e vez aliez skrivet –ff-, evel en ano Queffelec pe en ano parrez Squiffiec.

Da neh ar bajenn

Ar geriou e skritur ordinal
Evid sikour on lennerien ha n’o-deus ket disket lenn ar fonetik, on-eus skrivet ouspenn gand eur skritur ordinal hag a zikouro aneze da lenn ar geriou en eun doare tost diouz an hini a vezont distaget da vad. Setu amañ penaoz lenn ar skritur-mañ, tost peurvuia da zoareou skriva ar brezoneg :
  • a, b, d, e, eu, f, i, j, k, m, o, ou, p, t, u, v, w lenner dre vraz evel e galleg ;
  • aou a zistager peurvuia aw pe ow ;
  • c’h a zo evel ach-Laut ar ger alamaneg Nacht pe jota ar ger spagnoleg dejar ;
  • ga vez bepred distaget evel ar galleg g e gare pe guerre ;
  • h a vez klevet evel er geriou saozneg hat pe alamaneg Haus ;
  • ill a zo eun gleb tost d’ar pez a vez klevet a-wechou er galleg escalier, eur zon heñvel-mik ouz gli ar ger italian moglie pe hoaz ouz ll ar ger spagnoleg llano ;
  • E diavêz ill e vez distaget ll evel eun l kreñv (a vez berr ar vogalenn aksantuet a zeu en e raog, da skwer dall), kichenn e vez eur vogalenn hir dirag l pa vez e-unan (tal). C’hoarvezoud a ra ar memez tra evid n/nn hag ive, med pas ken ingal, evid r/rr ;
  • dirag m e vez bepred berr ar vogalenn ;
  • ñ (n tilde) a vez skrivet war-lerh eur vogalenn da ziskouez e vez distaget dre ar fri : a vez lennet evel an ar ger galleg grand ;
  • Divouez e vez bepred s evel ss er ger galleg assez, kichenn e son z evel s ar ger galleg oiseau.
Gand ar skritur-mañ e heller tostaad diouz ar pez a glever, med heb mond ken tost hag ar skritur phonetik, eveljust.

Da neh ar bajenn

Taxonomiez
Ar benveg implijet gand an oll evid klasa al loened beo eo hini an European Register of Marine Species (http://www.marbef.org/data/erms.php). Eul listenn eo ERMS enni tost da 30 000 spes savet gand 170 den gouizieg e framm eur projet european anvet MAST. Gallet o-deus evelse sevel listenn oll spesiou loened-mor moriou an Europ, ar mor Arktik hag an Island, hag euz an Island d’an inizi Kanari, d’ar mor Kreiz ha d’ar mor Baltik. Eur benveg standardiza eo ar roll-mañ, ennañ kement o-deus ezomm an dud ouizieg hag ar re a labour evid kas an enklaskou endro, stumma ar glaskerien ha diwall ar biodiversite e moriou an Europ.

Stumm-klasa Linné eo a oa implijet e tezenn Alan-Gwenog Berr, kichenn amañ eo hervez ar phylojenetik e klaser al loened. Krog eo ar stumm-klasa-mañ da gemer plas ar stumm ‘koz’. Diazezet eo war meur a boent o tenna d’ar bioloji, d’an anatomiez, d’ar fiziolojiez (fenomenou physico-chimik, ar pez a zebr al loen). Gand ar stumm-klasa phylojenetik e heller diskouez peseurt kerentiaj a zo etre organismou beo, en eur ziskouez peseurt loen a zo tost ouz peseurt loen all, ha n’eo ket en eur glask proui e teufe al loen-mañ loen diwar eul loen a oa en e raog. Gand ar stumm-klasa phylojenetik e tiskarer ar stumm binomial implijet gand Carl von Linné (1707-1778), hag a oa muioh ‘fixist’. Gweled a reer gwelloh er mod-se peseurt kerentiaj ha peseurt kemm a zo etre ar spesiou.

Da neh ar bajenn

Ar c’hartennou
François Legras, enklasker en ENSTB Vrest (École Nationale Supérieure des Télécommunications de Bretagne), e-neus skrivet eur program a zo bet renket ha gwelleet kalz gand Guillaume Salou, studier e Skol-Veur Breiz-Izel. Ar c’hartennou o-unan a zo bet savet gand Gilles Couix, ijinour war ar zevel kartennou e Skol-Veur Breiz-Izel.
Gand ar program sevel kartennou e heller tenna perz euz ar vazenn evid sevel kartennou e brezoneg, koulz e skritur fonetik hag e skritur ordinal. Gelloud a reer ive sevel kartennou gans « kelhiou » pe gand « spillennou » evid klask kompren penaoz eo renket ar geriou war an dachenn ha perag emaint evelse. Evid henn ober e roer eul liou da beb distagadur, setu ma heller klasa ar geriou. Gand ar program e heller sevel kartennou ar geriou pe en unander pe el liester. Gand sikour « dorniou » e cheñcher plas ar geriou war ar c’hartennou evid ma vefe lennet ar gartenn êsoh (Ne vez ket gwelet an dorniou-ze ken pa vez savet ar PDF).
Skrivet eo bet al logisiel sevel kartennou e Java dindan IntelliJ Idea 6.0 (http://www.jetbrains.com/idea/). Implijoud a ra diou daolenn er vazenn – hini ar porziou-mor ha hini an thesaurus e format Excel – hag ive eur gartenn diazez e format « .gen », treset araog en eur implijoud eul lojisiel SIG (al lojisiel digor gvSIG - http://www.gvsig.gva.es/ - eo a zo bet implijet amañ). Ober a reom ive el lojisiel librêriou digor, en o mesk Itext a zav fichierou da veza lennet gand Acrobat Reader (.PDF) hag Openmap a zikour sevel kartennou en eur rei plas resiz al lehiou war an douar hervez ar system etrevroadel WGS84. Gand ar polis Gentium (dreist-oll genR102) lakeet el lojisiel e heller diskouez al lizerennou fonetik. Evid echui, e heller sovetaad ar stumm labourad a blij d’an dud a ra gand an lehienn internet a-drugarez d’ar program e format XML, en eur vired da skwer plas an destenn ha hini ar geriou war ar gartenn.

Da neh ar bajenn

Penaoz lenn ar c’hartennou
F. Falc’hun a zo bet unan euz ar re genta e-nefe tennet kenteliou diwar kartennou yez en e dezenn anvet L’Histoire de la langue bretonne d’après la géographie linguistique (1951), bet adembannet en 1963 gand PUF hag eur wech all ouspenn, en eur stumm kresket da vad, dindan an ano Perspectives nouvelles sur l’histoire de la langue bretonne (1981).
E sell e oa Alan-Gwenog Berr da denna kenteliou diwar kement e-noa dastumet en eur dresa kartennou savet gantañ. Krog a oa gand al labour, ha manet zo bet kartennou war e lerh, a heller gweled eur skwer anezo e fin toud trede levr e dezenn, kartenn ar pesk Trisopterus luscus. Gand on program e hellim mond pelloh pa vo echu al lodenn-mañ euz al labour.

Tresadenn 3 – Kartenn an dreneg, studiet gand Alan-Gwenog Berr.
Tresadenn 4 – Kartenn ar c’hrank-saoz, studiet gand Alan-Gwenog Berr.
Tresadenn 5 – Kartenn ar moulleg, studiet gand Alan-Gwenog Berr hag embannet e stumm eur stagadenn en e dezenn

Daou stumm da ziskouez an danvez dastumet
Ar c’hartennou a vo kavet war an lehienn internet, a zo euz ar rumm kenta, da lavared eo e tiskouezont an geriou evel m’int bet skrivet gand an enklasker war an dachenn. Daou stumm a zo anezo.
Ar stumm kenta, skrivet en API (Alphabet Phonétique International), a zo tost tost ouz ar stumm da zistaga, da vihanna d’ar pez e-neus klevet an enklasker. Red eo gouzoud n’eus ket eur mod « gwir » da skriva ar pez a glever. Stummet eo peb enklasker gand ar yeziou e-neus klevet abaoe eo ganet. Kement ha rei eur skwer, e-neus skrivet a-wechou Alan-Gwenog Berr geriou klevet e Plougouskant, ur plas anavezet mat gant Jean Le Dû, gand e skouarn brezoneger Gwaien : evid « gorgone de mer », e verk /spærn moːr/ e-leh Jean en dije kentoh klevet /spɛrn moːr/. N’eo ket gwall afer, med gwelloh eo gouzoud kement-se memez tra.
Tresadenn 6 – kartenn ar c’hrank-saoz e stumm fonetik hag en unander

An eil stumm a implij ar skritur ordinal hervez reolennou diazez ar brezoneg. N’eo ket eveljust stummiou unvan, a gaver da skwer e geriaduriou, a vo kavet war ar c’hartennou, peogwir e klaskom diskouez pegen unvan eo ar yez med ive pegen disheñvel e vez ar geriou a-wechou. D’an neb a savo geriaduriou embann diwezatoh geriou lemmatizet, da lavared eo o renka dindan eur memez skritur eun niver a stummiou dam-zisheñvel. Med an dra-ze a zo eun afer all... On labour a oa tostaad ar muia posubl ouz ar pez a veze lavared gand an dud. A-drugarez d’ar c’hartennou e skritur ordinal e hello an darn vrasa euz on lennerien, hag a gav diez lenn ar skritur fonetik, lenn ar geriou heb re a boan.

Tresadenn 7 – Kartenn ar c’hrank-saoz e skritur ordinal hag en unander

Eul labour stard hag uhel : kompren petra a lavar ar c’hartennou deom
Kartennou ar rumm kenta eo a gaver en 70 levr Atlas linguistiques de la France par Régions, evel en Atlas Linguistique de la France a oa en o raog, evel ive en Atlas Linguistique de la Basse-Bretagne embannet gand Per ar Rouz hag en Nouvel Atlas Linguistique de la Basse-Bretagne embannet gand Jean Le Dû. Heulia a reont skwer Jules Gilliéron, mestr braz jeografiez ar yeziou er Frañs, evel m’o-deus greet kalz klaskerien war an dachenn-ze koulz en Europ hag er bed oll. Red braz eo beza gouest da lenn war-eeun ar geriou evel m’oant bet skrivet war an dachenn, ar pez a oa dibosupl war atlasou all savet hervez mod Wenker, en Almagn, ha n’eus warno nemed kartennou gand symbolou e-leh geriou. Ma vez anveet eun dra bennag, lavarom ano eul loen, gand tri her, e vo merket tri symbol disheñvel war ar gartenn, heb na hello al lenner mond da weled hag eñ int dibabet mad. Kalz a draou munud ha n’int ket kontet interesant war an taol a hello diwezatoh beza kavet a-bouez braz. Ne vez ket êzed a-wechou gouzoud hag eñ eo red renka ar ger-mañ ger dindan ar symbol-mañ symbol, kement a stummiou distaga disheñvel a zo.
Ar pez a fellfe deom ober eo lenn kement kartenn embannet amañ e meur a vod : da genta hervez ar geriou o-unan (ped ger a vez implijet war an dachenn da envel ar spes-mañ spes ?), goude hervez an distagadur (penaoz en em astenn peb stumm da zistaga war an dachenn ?). Gweled an traou hervez ma vezont renet war an dachenn a ziskouezo penaoz e vez renket ar stummiou, hag ive penaoz eo deut ar geriou amprestet pe ar geriou savet a-nevez da gemer o ‘flas a-hed ar c’hanvejou. O veza n’eus liamm ebed etre eur ger hag ar pez a signifi (n’eo ket reisoh pesk evid poisson, fish pe iasg), e hellom lavared ez eo kosoh ar geriou en em gav e diou dachenn disheñvel (a hellom envel tachennou distag), dre m’o-deus mired eur ger koz, evid ar stumm a zo en o c’hreiz, a zo, pe eur ger amprested, pe eur ger nevez.
Pa lakeer meur a gartenn analyzet er mod-se an eil war ar re all e reom eun distro war istor anoiou al loened-mor e Breiz-Izel, heb na hellfem gouzoud pegoulz eo bet c’hoarvezet ar chañchameñchou. En eul labourad evelse e-neus tapet François Falc’hun, diwar studi ar 400 kartenn genta embannet en Atlas Linguistique de la Basse-Bretagne Per ar Rouz, diskouez pegen pouezuz e oa bet kêr Karaez (Vorgium) e-pad ar grenn-amzer uhella araog m’o-dije an archeologed kavet ar memez tra gand o enklaskou !

Eur sker : anoiou ar mordouseg e brezoneg
Implij liviou a zikour kalz studi ar c’hartennou. Gand on lojisiel e hellom dispartia ar geriou etre c’hweh liou disheñvel, ha gand peb kartenn evel m’emañ e hellom ober meur a gartenn studi. Ar c’hlasker e-unan a zisparti an geriou hervez ar pez ema o klask. Kerkent ha m’eo treset ar gartenn e wel hag eñ eo gwir ar pez a zoñje. N’eus ket ano euz eur studiadenn greet gand eur mekanik, med euz eul labour mond-ha-dond etre ar mekanik hag an den.
Dond a-benn euz eur seurt labour ne hell beza greet nemed gand klaskerien stummet euz ar gwella, koulz e studi ar brezoneg hag e studi al loened. Ar peb gwella toud a vefe eur strollad spesialisted war meur a dachenn o labourad asamblez. Deuet e oa Alan-Gwenog Berr da veza gouest d’ober kement-se dre ma oa spesializet war an diou dachenn, ar pez a ziskouez anad ar c’hartennou êsa a embannom amañ da rei eur skwer. Sklêr eo e renk spesialisted danveziou all dond e-barz ar jeu : etnografed, istorourien, jeografed ...
N’eo ar gartenn a ziskouezom amañ da heul nemed eun taol êsa, greet kement ha diskouez petra a vo moaien d’ober gand on lojisiel.

Tresadenn 8 – Skwerenn eur gartenn studi : anoiou ar mordouseg (Lophius sp.) e brezoneg

Rannet on-eus ano ar mordouseg etre c’hweh stumm :
  • E ruz-malv : mordouseg, da lavared eo ‘touseg mor’. Eur ger koz eo, savet ma ‘z eo en eur stumm eet er mêz pell a zo. E brezoneg a-vremañ e lavarfer touseg mor. Meur a stumm distaga disheñvel a zo. Diouz unan anezo e lavarer ez eo braz. Asamblez gand ar geriou-mañ on-eus lakeet penndoseg.
  • E liou ar c’histin ema boultouz ha stummiou tost.
  • En glaz-kaol ema Mari Morgan.
  • E melen on-eus renket eun nebeud anoiou o komz euz lontrerez al loen : debrer pe lonker bwayou pe lich etc.
  • E glaz on-eus lakeet asamblez geriou implijet ral a wech evel genaoueg ‘genou braz’, ar vorvanah, al lot, diwar ar ger galleg ‘lotte’, ficherez, marach, morozoh ha morzin.
Gweled a reer dioustu e tle mordouseg ha boultouz beza ar geriou kosa, hag int e tachennou ledan, med gand eun implij bennag pelloh ha distag war kostez an hanternoz. Mari Morgan hag ar geriou tost da debrer bwajou a zo sur a-walh lesanoiou deuet da gemer plas an anoiou koz, evel ive ficherez, genaoueg ha morvanah. Ar geriou all n’eo ket êz gweled dioustu petra int.
Evid kas al labour da benn e vefe red eveljust klask penaoz e vez anvet ar pesk er broiou keltieg all, dreist-oll e Kerne Veur, med ive e Bro-Gembre ha beteg e gouezeleg Bro-Skos hag an Iwerzon. Renkoud a reer ive lakaad ar geriou keñver-ha-keñver gand ar re implijet e korniou all ar Frañs, da genta toud e Breiz-Uhel. Kroget zo bet eun ugent vloaz bennag gand eun danvez Atlas des Côtes de l’Atlantique med siwaz n’eo ket eet beteg ar penn.
On lehienn internet, n’eo ket fin eul labour, med penn kenta eun avantur nevez.

Da neh ar bajenn

Eun nebeud levriou ha pennadou
- Berr A.G., 1973 - Ichthyonymie bretonne, UBO, Brest, Institut Armoricain de Recherche, Rennes (avec le concours du CNRS), 3 vol.
- Falc’hun F., 1963 - Histoire de la langue bretonne d’après la géographie linguistique Paris, PUF
- Falc’hun F., 1981 - Perspectives nouvelles sur l’histoire de la langue bretonne, Paris, UGE.
- Gilliéron E. et Edmont E., 1902 à 1912 - Atlas Linguistique de la France, Paris, Champion.
- Le Dû J., 1988 - Les études dialectales bretonnes : bilan et perspectives, p., in Maclennan, Gordon, ed., Proceedings of the First North American Congress of Celtic Studies, Chair of Celtic Studies, University of Ottawa (Canada) 1988, 555-569.
- Le Dû J., 1992 - L'informatisation des Atlas linguistiques de la France, Actes du Congrès International de Dialectologie, IKER 7, Bilbao, Académie de la langue basque, 1992, 299-317.
- Le Dû J., 1997 - La disparition du groupe des atlas et l’avenir de la géographie linguistique, Le Français Moderne, LXV, 1, 1997, 6-12.
- Le Dû J., 2001 - Nouvel Atlas Linguistique de la Basse-Bretagne, CRBC, Brest, mai 2001, 2 vol., 600 cartes.
- Le Roux P., de 1924 à 1963 - Atlas linguistique de la Basse-Bretagne, Plihon-Hommay, Rennes, Paris, 6.fasc. de 100 cartes.

Da neh ar bajenn


logos des partenaires