ICHTYONYMIE BRETONNE (Anoiou pesked Breiz-Izel)
Atlas anoiou loened mor ha loened aochou Breiz Izel

Trugarez :

Meur a dro on-eus renket ober d’an aot evid kaoud loened da dresa. Red eo bet deom koulskoude goulenn ma vefe tennet fotoiou eur pemzeg spes bennag diêz da gaoud ; evid kement-se e trugarekaan a greiz ma c’halon Olivier Dugornay, Yves Gladu, Thierry Joyeux, Maurice Loir, Sandrine Nicolas, ha Wim Van Egmond. Al labour-mañ ne hellje ket beza bet kaset da benn heb sikour eun toullad naturalisted o-deus roet displegadennou din hag o-deus diskouezet din kalz a draou o-doa dastumet : mil-drugarez da Vichel Le Duff, da Bierre Gélébart, da Bierre Noël euz Museum Istor Naturel Pariz ha da servij aquarioloji Océanopolis. Trugarekaad a ran ive Jacques Grall hag Iwan Le Berre (IUEM) hag ar CRBC o-deus fiziet al labour-mañ ennon ; ha trugarez ive d’ar re o-deus harpet ahanon.

Michel Salaün


Trugarekaad a reom ive :
Ar famill Berr : Herve ha Michou, evid o sikour heb ehan hag evid beza furchet en diellou lezet war-lerh Lan da gaoud tresadennou, kartennou, fotoiou, diskleraduriou … ; Youen, evid beza roet ar fotoiou lakeet da heul istor buhez Lan hag ar pennadou skiantel ; Cécile ha Fragan o-deus renket gortoz aliez war ma lerh abalamour d’ar bern traou a beb seurt am-oa d’ober eved kas al labour-mañ da benn.
Da Vichel Glémarec, e-neus skrivet istor buhez Alan-Gwenog Berr, eul labour stard stard, ken diêz eo kaoud roujou eur vuhez ken leun a droiou ; red eo bet dezañ ober meur a enklask ha kaozeal gand meur a dud evid dond a benn ...
D’an oll re o-deus kenlabouret evid an amzer o-deus tremenet evid kas al labour-mañ da vad hag evid an umor vad o-deus miret ha me aliez war o c’heinou !

Iwan Le Berre


Trugarekaad a ran Yves Le Berre ha Jean-Philippe Follet o-deus bet ar basianted da lenn darn euz ma fennadou troet e brezoneg ha roet aliou din, hag ive Guylaine Brun-Trigaud bepred lemm he lagad evid pez a zell kartennou-yez, heb ankouaad eveljust Iwan Le Berre, e-neus asantet rei kement a amzer hag a nerz evid ma teuje da wir eun huñvre am-eus maget e-pad ken pell.

Jean Le Dû

logos des partenaires