Galleg / Saozneg

ICHTYONYMIE BRETONNE (Anoiou pesked Breiz-Izel)
Atlas anoiou loened mor ha loened aochou Breiz Izel

Er bloavez 1973 eo bet embannet tezenn Alan-Gwenog Berr (e ano ofisiel Alain Le Berre, karget a enklaskou er CNRS) anvet Ichthyonymie bretonne ha divennet e Skol-Veur Breiz-Izel. Al labour-mañ, ha n’eus ket e bar, a gaver ennañ eun dastumad koulz lavared klok anoiou kement pesk a vev war aochou Breiz-Izel (enklaskou greet e 129 porz-mor). Eul labour a ouiziegez uhel eo, koulz evid pez a zell ar systematik hag ar yez.

Eur zizunvez araog ma oa e dezenn o vond da veza divennet eo marvet an enklasker, med divennet eo bet e dezenn memez tra, dirag eur jury ennañ yezourien ha biolojisted. E sell e oa Alan-Gwenog Berr da zevel eun atlas diwar ar geriou e-noa dastumet, ar pez n’e-neus ket gellet ober, siwaz.

Diwar an danvez e-neus dastumet e vo kavet war an lehienn internet-mañ eun atlas savet gand eur strollad klaskerien o labourad evid ar CRBC hag an IUEM etre 2004 ha 2008. A-drugarez d’an informatik eo bet kaset al labour a ouiziegez-mañ da benn. Da genta eo bet enskrivet e stumm numerik ar geriou dastumet gand Alan-Gwenog Berr, hag a zo bet lakeet e-barz eur vazenn frammet mad, ha savet kartennou diwarno gand sikour eur lojisiel skrivet esprez kaer evid henn ober. Asamblez gand kement kartenn e vo kavet eun dresadenn orijinal hag eur fichenn o tisplega kement a zo da houzoud diwar bephini euz ar 430 spes studiet.

Kaset eo bet al labour-mañ da benn gand harp Skol-Veur Breiz-Izel ha Rannvro Vreiz e korv eul Labour enklask evid gwellañ mad ar rannvro (PRIR).

Eur ger en araog Trugarez
logos des partenaires